“War vordig an halaj” pe “Mari-Louiz”, istor ur plac’h libr gant Annaig Kere

Emañ ur ganerez kan ha diskan ganeomp hiziv hag a zo o chom e Menez Are, e Sant-Riwal hag a gan traoù hengounel da zañsal kenkoulz ha kanaouennoù da selaou. Tro he deus bet Annaig Kere da ganañ kalz dibaoe 40 vloaz gant he c’homerez Anne-Marie Hervé eus Sant-Kadoù, e parrez Sizun (29), e-tal kichen Sant-Riwal.
Stajoù o deus graet ar maouezed-se glove Jean-Claude Talec” fest-noz ar c’harter”, bet savet bep bloaz en ur gêriadenn disheñvel eus ar barrez.

‘doe he klasket, ‘doe he kavet war vordig an halaj. ‘Oe glove tri martolod yaouank ‘oe hi oc’h ober in love (War vordig an halaj)

Selaouet ‘vo amañ ur sonen anvet “War vordig an halaj”pe “Na pa oen me o pourmen war vordig an halaj” pe “Mari-Louiz” c’hoazh, ‘vez kavet e galleg pe e brezhoneg er vro, hag he doa klevet Annaig digant Yann-Fañch Kemener.

Oh not me zad, oh not me mamm, d’ar gêr me nend in ket. Ha me ‘zo me amañ bepred, amañ gant ma muiañ-karet (War vordig an halaj)

Kontet ‘vez er ganaouenn-mañ istor ur plac’h he deus kuitaet he zud hag a zo bet skrapet on awalc’h glove tri den yaouank. Met koulskoude n’he deus ket c’hoant da vos en-dro d’ar gêr hag he deus choazet kentoc’h chom gant ar vartoloded yaouank, war vord ar stêr.
Mod all e gomz ar ganaouenn-mañ e-lec’h all had tri faotr an hent-houarn (“Ar verc’hig maget gant an tri cheminod”) pe tri soudard (“The girl among the three dragons”) a zo kontant d’ober ar gwele, da fardañ ar boued pe da frizañ he blev d’ar plac’h yaouank “in the style of Panam”!

Ha pa ouiec’h ma zad penaos eürus on me, unan a lak din ma c’hoef ‘ya arall mod ‘m eus c’hoant (War vordig an halaj)


source site-36

Latest