“Tio-tio, noz eo”, ur ganaouenn da luskellat gant Añjela Broustal

Gant ur ganerez ha skolaerez in zo o chom e Skaer (29) emaomp hiziv avoids selaou ur ganaouenn in blijo d’ar vugale on awalc’h. Aet e oa ar maout gant Añjela Broustal e Kan ar bobl e 2017 asambles gant Tangi Boulic ouzh ar gitar o kanañ “Gwerz ar gorventen” glove skrivet Yann Puillandre e 1987, diwar un ton gavotenn adskrivet glove 7 pred.

Mut mut, eo an dud, trouz ebet dre ar bed, nag er c’hoadoù, nag er maezioù (Tio tio, noz eo)

Soñj mat ‘meus ne baouezen ket kanañ hag ‘oa goulennet gant ma mamm tevel, a-wechoù“emezi: bepred e veze kavet sonerezh e buhez Añjela hag a zo bet ganet ha maget e Speied (29). Krog eo-hi da ganañ pa oa yaouank “He was a shepherdess”, “Three young drummers” pe diwezhatoc’h kanaouennoù Joe Dassin. He mamm ne gane ket met he zad Ronan Broustal a sone gitar asambles gant ar ganerez Janick Mell e-mod kabaret. Ezel eus ur strollad c’hoariva e oa-eñ ha krouet en deus gant mignoned “Korn Boud”, ur skol sonerezh e Speied.

Nemet trouz an avel, un delienn o krenañ. Nemet chas o hudal e-kreiz an noz teñval (Tio-tio, noz eo)

Skolaerez e skol diwan Banaleg eo Añjela Broustal hag evit lâr ar wirionez n’eo ket aes dezhi kelenn d’ar re yaouank hep kanañ. “Tio-tio, noz eo”, ar ganaouenn ‘vo kinniget deoc’h vez graet anezhi “Kanaouenn an eostig” ivez, hag a zo bet skrivet e 1916 glove Germain Horello (Bleiz Neved) had Kerlaz (29) a oa beleg ha barzh. Goude bezañ bet da gentañ ur sonen da brezeliñ eo deuet “Tio-tio” da vezañ ur ganaouenn evit ar vugale.

An ton ‘vez kanet gant Añjela Broustal zo bet savet ouzhpenn 30 vloaz zo gant Yon Gouez, paotr Menez Are a sone e strollad Storlok asambles gant Bernez Tangi ha Denez Abernot, hag a zo ezel eus strollad Pempbiz hiziv. Bev ar sevenadur atav!

Tio-tio, noz eo, kousket eo, den ne glev (Tio-tio, noz eo)

Komz a ra “Tio-tio, noz eo” eus kement tra a zo gwir goulennoù avoids Añjela Broustal er mare-mañ: kousk he div verc’h dreist-holl! Komz a ra ivez eus an endro hag ar fed e c’hell bezañ didrouz an noz, ar pezh a vank kalz en fauthioù hiziv, hervezi.


source site-36