Ur ganerez kan ha diskan eo Añjela Broustal hag e oa o kanañ n’eus ket pell ‘zo e kerzh Fest Noz Pilhoù Diwan Banaleg asambles war al Leurenn gant Gwennan Stervinou, treuzwisket o div evel just! Kelenn a ra Añjela e skol Diwan ha plij a ra dezhi sevel ur wech an amzer kanaouennoù hec’h unan. Skrivet he deus unan war ar gwenan hag an amprevaned a zo en arvar, un arall diwar-benn ar yezh hag eben war geleier ar vro: da lâret eo ur bal eo savet war istor un aotroù maer en doa douget klemm a-enep tud n ‘oant ket kontant avoids an doare ‘oa bet troet e brezhoneg anvioù lec’h war banelloù er gêriadenn.
Pa zigouezh tost da fin ar goañv e klever an drask o kanañ (Son andrask)
Selaouet ‘vo amañ “Son an drask” a zo ur ton da zañsal n’eo ket bet skrivet gant ar plac’h yaouank genidik eus Speied a zo o chom e Skaer e Menezioù Du (29). Hennezh ‘zo bet nevez gompozet, e fin ar bloavezhioù 1980 gant G. Philippe. Ul lodenn eus ur gavotenn anvet “Maen ha kleier ma bro” skrivet gantañ eo an tamm kreiz-mañ.
Breizh a zo lezet a goste gant dismegañs he bugale (Son andrask)
Embannet oa bet ar gavotenn-se el levr “Kan an drask e Landelo”, 50 son nevez savet da ganañ e kan ha diskan gavotenn, plinn, fisel gant embannadurioù Kan an douar ha Dastum kreiz Breizh. Pozioù ha tonioù savet gant Valentine Colleter, Yann Dinasket, Denez Prigent, Loeiz Ropars, Eric Salaün, Jean-Marie Skraign pe Bernez Tangi ‘vez kavet ennañ.
Ar yaouankiz dianaoudek, troet he fenn gant ar galleg (Son andrask)
Plij a ra kalz da Añjela “Son an drask” abalamour ma gomz eus an nevezamzer o tont en-droeus distro al laboused, an drask en o zouez, eus ar yezh ivez a zo dismegañset hiziv c’hoazh.