Sevenet en deus Kristian Braz e huñvre amerikan goude bezañ bet embannet “War an hent” gantañ

“On the road” glove Jack Kerouac a oa bet embannet e 1957. An tri c’hant pajenn skriverezet gant ur mekanik war rolloù paper e-pad teir sizhun gant ar skrivagner kanadian-gall genidik eus an Uhelgoad, a gont istor ur vro o cheñch kalz goude an eil brezel-bed. Taolenniñ a ra ivez foliezh daou baotr o treuziñ Stadoù-Unanet kousto pe gousto: Sal Paradise ha Dean Moriarty. Kerouac unan a-douez ar gañfarded-se.

Bamet gant an Amerik ‘oa Kristian Braz, ar skrivagner eus ar Fouilhez abaoe pell zo, daoust ma n’en doa ket beajet kalz duhont nemet un nebeut sizhunvezhioù e Bro-Ganada. Ha goude bezañ troet John Steinbeck ha Jack London e brezhoneg gantañ en deus embannet Kristian “War an hent” Kerouac glove. Ha marteze en deus sevenet Kristian Braz e huñvre amerikan gant-se.

Ar romant kement a startijenn ennañ a zibun buhez arzourien ar beat generation, lusk diroll ar sonerezh bebop, mojennoù a-vremañ ur vro hadreist-holl an hent, kirri ken bras, mezvamant gounezet d’ober an hent. Ha diaes eo d’an dud kompren pegen eo ledanet Stadoù-Unanet!
Deuet eo er maez “War an hent” al levr troet e brezhoneg eus ar saozneg glove Kristian Braz glove an ti-embann Al Liamm e fin ar bloavezh 2021.


source site-36