Gwriet ‘vez dilhad mod-kozh glove Karen Tréguier had Plonevez-ar-Faou

A toullad kaoz ‘vo graet amañ glove France Blue Breizh Izel diwar-benn dilhad mod-hengounel gwriet glove Karen Tréguier had Plonevez-ar-Faou (29). Mamm-guñv da Karen Tréguier a oa eus Plonevez e bro-Dardoup hag he zad-guñv eus Kolloreg e bro-Poc’hêr, eurjet o daou e 1920. Met he mamm-guñv all eus Koloreg a wiske mod Dardoup. Ha genidig eus Landelo ha Kledenn eo Karen ouzhpenn-se.

Setu perak e c’hell ar vaouez yaouant sevel gwiskamantoù a bep seurt bro. Stummet oa bet Karen Tréguier war ar wrierezh er skol betek bachelouriezh vicherel an dilalhaderezh e Kemperle (29). Ha tapet he deus ouzhpenn-se breved Micherioù arzoù ar broderezh e Rochefort-sur-Mer (17). Met ne vez desket ober dilhad hengounel er skol neuze he deus desket an doareoù d’ober gant tud eus ar vro, ar mod da droc’hañ an dañvez da skouer.

Robennoù eureujet, gwiskamant friko, roched, jiletenn, traoù evit ar vugale, beni evit sonerien a-benn lakaat o bombard enni ‘vez graet gant ar gemenerez he deus savet hec’h atalier gwiaderezh “Chik ha Brav” hec’h anv 12 vloaz zo e Plonevez-ar-Faou. Ha bep dilhad a zo hep e bar hag a vez gwriet diwar vuzul evit tud prevez. Klask a ra Karen Tréguier ober gant danvez diouzh ar gwellañ ‘veze implijet gwechall e-giz gloan – ne vez ket kavet aes er vro – pe kanab pe lin.

Siwaz ne vez ket kavet kalz a ganaouennoù diwar-benn he micher ral. Met plijet eo da Karen kanñ memestra en ur labourat. A-wechoù e rae goap an dud ouzh kemenerien ne veze ket ken kalet o labor eget al labourerien-douar. Klevet ‘vo amañ koulzkoude arroud kanaouenn “Mari ar plac’h friant” a gont istor ur gemener yaouank oa ret dezhi dimeziñ, gant Frañs-Loeiz Gall (1900-1987) e Poullaouen (29) ha peotrament kanet gant an itron Blaize eus Plonevez – Porze (29).


source site-36

Latest