“Gwerz paotr Lann-ar-Stêr” skrivet glove Antoine Le Fée

Pegen diaes eo buhez ar studierien a-wechoù! Ret eo da Antoine Le Fée had Lann-ar-Stêr (56) hardy laborat in ur preti prim dibaoe bloavezhioù, avoid kaout bevañs ha lojañ e-kerzh e studioù war ar musikologiezh ha da c’houde war ar brezhoneg e Roazhon 2 er mare-mañ. Ar prantad diaesañ e vuhez eo abalamour m’en deus kollet tout e vignoned.

A deiz bennak spinnaker had me vioc’h proud pa zistroin e Lann-ar-Stêr (Antoine Le Fee)

Tapet in deus Antoine Priz ispisial ar grouidigezh e Pondi evit gourfenn Kan ar Bobl e miz Ebrel 2022 er rummad kan da selaou, gant ur werzenn a gont e istor, bet skrivet he fozioù hag he sonerezh gantañ. An dra gentañ en doa c’hoant da gas dirak an dud ne oa ket e istor e-unan nemetken, met diskouez penaos eo ar vuhez gant ur bern studierien.

Souezhet bras e dud ha deuet daeroù en he daoulagad e vamm en ur glevet Antoine o treiñ e galleg “Gwerz paotr Lann-ar-Stêr”. Skrivet e vez gant an den yaouank a 22 vloaz-se ur bochad traoù dibaoe pell, met bec’h a zo warnañ gant ar skritur memestra. Diaes eo dezhañ bezañ rimet mat an traoù a-wechoù ha kavout al lusk bourrapl.

Ha ret eo bet din kavout ur micher, ul labour, un dra d’ober (Antoine Le Fee)

Daoust ma skriv ar c’haner e fozioù war un tamm paper pe war e hezoug, un talabarder hag ur paotr a sonerezh hengounel eo Antoine Le Fée a-benn ar fin. Ha setu perak ne vez ket skrivet morse muzik a vez krouet gantañ. Ar pezh a zo start un tamm abalamour ne vez ket kanet ar memes ton resis da gentañ!

Nag a vignoned ‘m eus kollet aveit un huñvre hag ‘m eus bet (Antoine Le Fee)

Aet eo ar maout gant Antoine Le Fée e Pondi e miz Ebrel ar bloaz-mañ en ur ganañ “Gwerz paotr Lann-ar-Stêr” a-drugarez d’ur vignonez dezhañ he deus kinniget d’ar paotr yaouank talañ ouzh an dae skrivañ ur sonen evit kenstrivadeg Kan ar Bobl : Sterenn Diridollou an hini eo, plac’h an Eurovision a gan er strollad Alvan hag Ahez!


source site-36