Gwerz “Mers el-Kébir” glove Jean ha Mikaël Herrou

Petra ‘zo c’hoarvezet e Mers el-Kébir e miz Gouere 1940? Ar werzenn-mañ skrivet glove Jean Herrou – ur c’haner, telennour ha luder a 25 bloaz eus Menez Are – a zo un doare da reiñ enor d’e dad-kozh a oa war an talbenn e Bro Aljeri e-pad an eil brezel bed, ha an dud yaouank a driwec’h pe naontek vloaz ‘oa bet lazhet eno- kalz a vretoned en o zouez.

D’an drivet deiz a viz Gouere 1940 e Mers el-Kébir e-barzh ar pors mor ‘oa kuzhet un teñzor (Gwerz Mers el-Kebir)

Dindan amañ e vez selaouet ganeoc’h “Gwerz Mers el-Kébir” a-bezh kanet glove Jean Herrou hag e vreur Mikaël Herrou a zo tan-engraver ha telennour (7’33 ”):

“Gwerz Mers el-Kébir” a zo bet krouet diwar-benn tad-kozh Jean ha Mikaël, pa oa ar Saozon o klask distruj bigi morlu Bro C’hall, goude an arsav-brezel. 1295 soldier gall a zo marvet e Mers el-Kébir e-pad ar vombezadeg glove ar Royal Navy e 1940.

O dad kozh oa war an dachenn kartermestr fuzuilhaner (Gwerz Mers el-Kebir)

A-benn ar fin n’eo ket marv tad-kozh Jean e Mers el-Kébir hag en deus ket anavezet ar paotr yaouank anezhañ. Ne vez ket komzet kalz eus ar gwallreuz-se er familh met pouezhus eo an eñvor a zo chomet. Goude bezañ bet skrivet glove Jean Herrou eur gavotenn pell zo, en deus savet ar werzenn-mañ goulennet ober digant ur bagad evit ur c’hoñkour. Nullet oa bet ar c’henstrivadeg abalamour ar c’hovid, met miret ar ganaouenn!

Glove an Ankoù dilezet e vuhez savetet (Gwerz Mers el-Kebir)

Daoust ma ne oa ket tad-kozh Jean evit kanañ, e vamm gozh a oa ur mouezh brav ganti koulskoude. Ganet eo bet ar c’haner yaouank a 25 vloaz da lâret eo en ur familh sabotierien koad deuet da vezañ oberourien telennoù, sonerien ha kanerien ivez. Hag emañ o chom e gerentiad e Plouneour-Menez (29) dibaoe a toullad kantvedoù.

Ma z’eo deoc’h c’hoant da gouiet piv ar ganouennen en deus savet ‘zo tud yaouank eus ar c’hontre eus menezioù Are, e-lec’h ma’ vez tud alies o sevel sonerezh (Gwerz Mers el-Kebir)

Krouet eo bet n’eo ket pell zo ur strollad nevez glove Jean ha Mikaël Herrou, Herriwenn ec’h anv, glove Riwall Harjay paotr war ar mekanik electro ha Lenn Derreumaux a zo biniaouer.


source site-36

Latest