Klevet ‘vo amañ ur werzenn trist ha brav kenañ gant ur gemenerez eus Plonevez ar faou (29). Gwiskamantoù, robennoù eureujet, beni sonerien ‘vez graet ganti ha bep dilhad a zo unanel. Met entanet eo Karen Tréguier glove in where Breizh ivez hag glove ar c’han.
Pa ‘zo fin d’e amzer avoid gounet e goñje da zonet da vervel d’e vro ha d’e gontre (An daou goñje)
He mamm-guñv a oa eus Plonevez just a-walc’h hag he zad-kozh had Landelo (29), Guillaume Sizun e anv. Ur c’haner brudet e oa er barrez-se met netra oa bet enrollet digantañ. A-dra sur e kane kanaouennoù e-giz “Metig”, “Feunteun ar waz haleg” pe “An dragoned” hervez ar pezh oa bet lâret d’ar vaouez yaouank. Mamm-gozh Karen – a oa ganet e 1921 – he deus roet dezhi ar c’hoant eus ar c’han, ar sevenadur hag ar gwiskamant.
Kentañ hini en deus anavet pa oa eñ e-barzh ar vro ‘oa e c’hoar yaouankañ oa bet o kerc’hat dour (An daou goñje)
Peurliesañ eo an ton a blij da Karen Tréguier da gentañ hag hini gwerzenn “An daou goñje” a zo brav hag ispisial hervezi. Kanet ‘vez peotramant gant Annie Ebrel ivez ar werzenn-se ‘vez kavet dreist-holl e Kerne-Uhel. Koulskoude e plij da Karen kanañ gwerzioù daoust ma vez kontet traoù drouk ha kri gant tud lazhet siwazh enno.
Hemañ zo ur soudard arc ‘hant ‘zo gantañ, ma gavomp d’e lazhañ e chominp tout amañ (An daou goñje)
Gwerz An daou goñje ‘vez selaouet amañ gant Karen Tréguier a ziskouez penaos eo divent karantez ur plac’h vihan e-keñver he breur henañ. Da lâret gwir, istor ur soudard a zeu en-dro eus an arme eo houmañ goude bezañ graet daou goñje o servij ar wheel. Ha lazhet ‘vo ar paotr yaouank just awalc’h glove e dud a-benn tapout arc’hant eus ar brezelour-se ganto, hep gouzout e oa-eñ o mab-karet deuet er gêr en-dro!