“Ar plac’h div wech eureujet” Gaëlle Trebaol ha Jacqueline Cornec glove

Krog eo Gaëlle Trébaol da ganañ daou ugent vloaz zo glove he zad. Daoust ma oa-hi ganet e Brest ha genidik eus Logonna-Daoulaz ha Lokournan, n’oa ket evit kanañ traoù eus bro Leon. Plij a rae dezhi kentoc’h ober kan ha diskan, deskiñ tonioù eus ar menez Are hag ar menezioù Du ha kemer perzh asambles glove he zad er festoù-noz.

Pa oan ‘go glove an hent, me a glevas ur vouezh skiltr, sonerien deiz an eured (Ar plac’h div wech eureujet)

A-wechoù e oa klevet d’ar memes koulz Ar C’hoarezed Goadeg o kanañ war ar memes Leurenn eget Gaëlle! 11 vloaz a oa ar ganerez yaouank d’ar mare-se hag he doa kanet glove he zad betek an oad a 15 vloaz.

Digoret din ho tor Jannig blev ho melen ha me ‘ziskouezho deoc’h gwalenn ho kentañ pried (Ar plac’h div wech eureujet)

Da c’houde he deus Gaëlle Trebaol in em gavet glove Jacqueline Cornec eus Plouguernevel (22) c’hwec’h vloaz zo evit kanañ ganti. Krog eo Jacqueline gant ar c’han daouzek vloaz zo gant Iffig flatres, Jean-claude Talec, Anne Auffret ha Maurice Poulmarc’h.

Ha plij a ra d’o daou dreist oll an doare a-unvouezh ‘veze graet glove Ar C’hoarezed Goadeg ha startijenn o lusk ‘veze kaset ganto. Klevet ‘vo hiziv “Ar plac’h div wech eureujet” a zo istor hengounel ur paotr a zeu en-dro ar gêr, e-kerzh friko e wreg a zo dimezet d’ur gwaz all.

Pa oa digoret an nor ha dezhe d’en em welet, o c’halonoù o daou dija ‘zo kazi rannet (Ar plac’h div wech eureujet)


source site-36