“An Dragoned”, ur ganaouenn eus bro Pourlet glove Natacha Ar Gall

Klevet ‘vo hiziv “An dragoned” glove Natacha Ar Gall a zo skolaerez, ur ganaouenn hengounel a livioù gwenedek diwar-benn paotred, deuet da bardon Kelven e parrez Gwern (56), da glask merc’hed a vro Pourlet.

“Milinerien ha dragoned daet d’hom bro ni da glask merc’hied, kar n’o bro yen ne gavaint ket”

Krog eo Natacha da ganañ ugent vloaz zo “J’aimeou Ruz” glove ha kanañ a ra dreist-holl asambles glove ur ganerez eus Sant-Yann-Brevele (56), Michel Pourchasse dibaoe 8 bloaz. Krouet eo bet ganti ha maouezed glove all “Barbouillouzes” ur strollad a gan liesvouezh, ha strollad “Lies” sonerien glove eus ar vro, skrivet ganto “Dait’ta ma mignoned”, ar ganaouenn ofisiel ar Redadeg e 2020.

A orin eus Santez-Elen (56) eo Natacha ar Gall d’un tu, war ribl stêr an Intel etre Kervignag ha Lokoal-Mendon, ha an tu all eus bro Pourlet, e-lec’h ma vez kavet Plourae, Mêlann, Ar Gemene pe Bubri. He zad-kozh a zo eus Bubri a gane – he deus gouezet Natacha Ar Gall war-lerc’h – ha kavet he deus kaieroù leun a ganaouennoù skrivet gantañ e 1940-1941 ‘veze kanet anezho e filajoù hag a oa bet miret er mare -se. E-touez ar sonennoù-mañ ‘oa bet kavet iez tonioù ag An Oriant abalamour ma oa deuet tud eus ar vro-se ar maezioù betek Bubri e-pad ar brezel.

– “Ma mab na peus ket graet ar vad, lêraz ur plac’hig paour d’he zad” – “Ma mamm na ‘meus ket hi lêret. Hi a faote dehi monet”

Natacha Ar Gall he deus choazet da reiñ deoc’h da glevet “An dragoned” a gaoz eus bro Pourlet, disket anezhi glove Elouan Ar Sauze a zo kelenour e skol sonerezh Pondi. Hag ouzhpenn-se ‘veze kanet ar ganaouenn-mañ mamm-gozh glove David, gwaz da Natacha, hag a zo eus bro Pourlet ivez.


source site

Latest